Paroles de Chal ha dichal
Eric Le Lann
An dour hepken
Hep ehanañ atav
Lanv adlanv
Eus donder an eñvor
War 'n diri douar an aod vev
Klevout a ran
Tonn ur son a-bouez-penn
Da vouezh a gan
Ennon vel ur gorventenn
A-hed enez vaen an tav
Chal ha dichal
Kalon da galon o tintal
Chal ha dichal
G'ar mor don o hunvreal
Chal ha dichal
Chal
A me o soñjal
Da va c’harantez-vor
A zo a dreuz
An hent a dreuz an nor
Tu pe du gant an avel foll
Karantez-vor
Karantez-douar an heol
G’an avel klouar
Pe g'an amzer diroll
Araok mont da zoue pe ziaoul
Chal ha dichal
Kalon da galon o tintal
Chal ha dichal
G'ar mor don o hunvreal
Chal ha dichal
Chal
Les autres musiques de Eric Le Lann
Paroles de chal ha dichal de eric le lann.




